Ur moneiz lec’hel klokaat ha keodedour eo. Treiñ a ra e 34 kumun an tolpad kêrioù “Mor Bihan – Gwened kumuniezh”. Bilhiji paper int. Ar memes talvoudegezh hag an euro a zo ganto: 1 Bizh = 1 euro.
Eskemmet e vez ar moneiz-se en ur rouedad pourchaserien ha bevezerien ganto ar memes talvoudoù.
Pal ar moneiz lec’hel klokaat n’eo ket kemer plas an euro met bezañ implijet e kichen an euro evit ma vo:
- Lec’helaet an armerzh dre ar rouedadoù berr;
- Harpet doareoù produiñ ha prenañ doujus ouzh an natur hag ouzh an dud. Kemer a ra ar pourchaserien an engouestl da zoujañ ouzh karta ar Bizh.
- Kreñvaet al liammoù sokial ha lakaat ar moneiz da vezañ un ostilh a servij evit ar c’horn-bro ha pas unan a servijfe d’ar brokerezh.
Setu un dresadenn evit kompren gwelloc’h pennreolennoù ar moneiz lec’hel: