Reoliadur diabarzh kevredigezh MLK-Gwened
Reoliadur nevez, gwiriekaet d’ar 27/11/2017.
Kemmet e doug an emvod-meur bonreizhañ d’an 11 a viz Kerzu 2017.
Kemmet d’an 22/01/2018
Kemmet d’an 19/02/2020.
Pal ar reoliadur diabarzh-mañ a zo resisaat doare mont en-dro ar gevredigezh MLK-Gwened, evel displeget er reizhennoù. Lavarout a ra ivez penaos tizhout rouedad ar Bizh, kaout hag implij ar moneiz.
Kaset eo d’an holl izili.
1. Pennaennoù a-vras
Anv Moneiz Lec’hel Klokaat Keodedel Morbihan Tolpad Gwened a zo ar Bizh.
Meret eo gant ar gevredigezh MLK-Gwened.
Pep ezel kevredigezh MLK-Gwened a asant d’ar reolennoù-mañ.
1.1. Izili
Evit klotañ rik gant ar reolennoù e-talvoud, n’eus nemet izili ar gevredigezh a c’hell implij ar Bizh:
- bevezerion oberiant;
- pourchaserion.
Ar bevezerion oberiant a zo preveziaded a fell dezho implij ar moneiz lec’hel. Eskemm a reont euroioù e Bizhoù er stalioù-eskemm.
Ar pourchaserion a zo tud pe tudelezhioù a asant bezañ paeet e Bizh : kenwerzhioù, labouradegoù, dornwezhourion, frankvicherion, kenderc’herion, kevredigezhioù, strollegezhioù tiriadel, h.a.
1.2. Ezeladur ar bevezerion/bevezerezed oberiant
Tu ‘zo emezelañ er stalioù-eskemm pe e sez ar gevredigezh.
Pep bevezer.ez a resev ur gartenn-ezel ur wech leuniet ar gartenn-emezelañ. Padelezh an ezeladur a zo divevenn.
Live ar skodenn a zo dieub.
Kaset ‘vez bep bloaz ur galv-ezeladur da bep bevezour.ez, en doare da gadarnaat pe da freuzañ e/hec’h ezeladur ha da baeañ e/he skodenn.
1.3. Gratadur hag ezeladur ar pourchaserion/pourchaserezed, estreget ar strollegezhioù tiriadel
Ar Bizh a zo ur benveg prederiañ hag adheñchañ ar pleustroù armerzhel. Ur benveg evit adlec’hiañ an armerzh ivez, dre ma rank bezañ implijet etre pourchaserion liammet en ur rouedad en hevelep tiriad. Ar pal a zo skorañ ar pourchaserion da vont war-zu pleustroù tostoc’h eus karta ar gevredigezh MLK-Gwened.
Evit emezellañ, ar pourchaserion a ranko bezañ grataet gant ar c’hengor “degemer ar pourchaserion”. Goude bezañ graet ar goulenn ha leuniet an teuliad “goulenn degemer ar pourchaserion”.
Ar c’hengor “degemer ar pourchaserion” en em vod d’an nebeutañ ur wech ar miz evit studiañ ar goulennoù-se. Eñ eo a zibab pe a nac’h anezho; ar c’hengor a c’hell resev ar pourchaserion.
Grataet e vez ur pourchaser evit 3 bloaz. Nevezaet e c’hell bezañ.
Pep pourchaser.ez grataet a resev e gartenn/he c’hartenn ezel. Padelezh an ezeladur a zo divevenn.
Ar bloavezh kentañ ar pourchaser a bez 20€ (betek 2 Implijad Leun Amzer); 60€ (etre 4 ha 10 ILA); 120€ (ouzhpenn 10 ILA). N’eus ket a vizoù dastroadur ar bloavezh-se.
- Ar bloavezhioù da heul ar pourchaser.ez a c’hell dibab :
pe adneveziñ ar skodenn vloaz hervez an hevelep reolenn, ha ne vo ket a vizoù dastroadur - pe nac’h en ober hag e vo kontet 5% mizoù dastroadur a live ar skodenn.
1.4. Kevrat hag emezeladur ar strollegezhioù
Ur gevrat a vo sinet gant pep strollegezh a fello dezhi emezelañ.
Ar gevrat a resisao an ezeladur, ar skodenn ha doare implij ar Bizh.
Ar skodenn bloaz a zo hervez niver annezidi an tiriad : 60€ (betek 2000 annezad.ez), 120€ (etre 2001 ha 5000 annezad.ez), 240€ (a-us da 5000 annezad.ez).
1.5. Sav ar skodenn
Sav ar skodenn a gemm hervez staelad pep hini
- bevezerion oberiant: 10 € dre familh, pe skodenn kengret;
- pourchaserion: 20€ (betek 2 Implijad Leun Amzer); 60€ (etre 4 ha 10 ILA); 120€ (ouzhpenn 10 ILA);
- strollegezhioù tiriadel: 60€ (betek 2000 annezad); 120€ (etre 2000 ha 5000 annezad); 240€ (a-us da 5000 annezad).
2. Reolennoù mont en-dro ar moneiz
2.1. Implij boas ar moneiz
Ar Bizh a zo un tiked-eskemm degemeret evit paeañ madoù pe gwazadoù. Talvoudegezh an tikedoù paper a zo: 0,5 – 1 – 3 – 5 – 10 – 20 Bizh. Eskemmet e vez gant euroioù; un euro a dalvez ur Bizh.
Evit eskemm euroioù e Bizh eo ret bezañ ezel euz Kevredigezh MLK-Gwened ha mont en ur stal-eskemm. E-keñver jederezh ha diskleriadurioù an telloù ha kevredadel, ar pourchaserion a ziskler hepken euroioù: ar Bizh a zo un doare paeañ, evel ur chekenn, un tiked-pred, ur chekenn-vakañsoù, h.a. Jederezh, kef, TVA, telloù, pep tra ‘zo heñvel.
Ur pourchaser a c’hell bevennañ implij ar Bizh evit kenderc’hoù-‘zo pe ul live termenet.
Evit un taladur e Bizh, ar moneiz a vez rentet e Bizh hepken.
2.2. Dastroadur en euroioù
Evit ar preveziaded ar Bizh ne c’hell ket bezañ dastroet en euroioù.
Evit ar pourchaserion, ar Bizh a c’hell bezañ dastroet en euroioù. Mizoù a c’hell bezañ jedet (cf.§1.3). Evelato arabat disoñjal pal ar gevredigezh: lakaat amredañ ar Bizh ; an dastroadur ne c’hell bezañ nemet an diskoulm diwezhañ. Eleze e vo heñchet ar pourchaserion da gavout pourvezerion lec’hel, en doare da implij ar Bizhoù o devo bet, kentoc’h eget dastreiñ anezho. Ma sav ur gudenn, ar gevredigezh a glasko diskoulmoù all eget an dastroadur.
Dastroadur ar Bizhoù en euroioù a vo graet gant izili ar gevredigezh e-karg eus al labour-se.
2.3. Matadenn
Ne vo ket a vatadenn, da lavarout eo reiñ muioc’h a vizhoù eget a euroioù (21 Bizh evit 20 € da skouer).
2.4. Teuzadur
An teuzadur arveret gant un toullad moneizoù lec’hel all, n’eus ket anezhañ: ar Bizh ne goll ket a dalvoudegezh gant an amzer.
2.5. Font gwaranterezh
Evit klotañ rik gant ar reolennoù e-talvoud, an euroioù bet eskemmet e Bizhoù a vo miret war ur gont er bank, a yelo d’ober ar font gwaranterezh. Ar font gwaranterezh-se a vo fiziet en un diazezadur arc’hantel kengret ha divezel : an NEF (Armerzh Nevez Breurel). Talvezout a ra da warantiñ e c’hell, atav, pep Bizh bezañ dastroet en euro.
2.6. Stalioù-eskemm
Ar gevredigezh MLK-Gwened a grouo “stalioù-eskemm”, evit ma vefe tu eskemm euroioù e Bizhoù (1€ = 1 Bizh).
Ar stal-eskemm a zo engwiriet da resev emezeladur ar preveziaded ha da reiñ dezho o gartenn-ezel.
Ar stalioù-eskemm a zo meret gant ar gevredigezh he unan pe gant ur pourchaser.
Ur pourchaser a c’hell bezañ grataet evel resever Bizhoù, hag evel stal-eskemm.
Ur pourchaser a asant merañ ur stal-eskemm a zo dibabet hervez an aester da vont di : lec’h en tiriad, eurioù digor…
Ar pourchasser a zalc’ho ur marilh eus an eskemmoù ( teul pourvezet gant ar gevredigezh en doare da heuliañ roudoù an holl gwezhiadennoù eskemm).
Evit pep treuzgread, ar stal-eskemm a ranko goulenn start ar gartenn-ezel.
3. Reolennoù mont en-dro ar gevredigezh
3.1. Kenaozadur
3.1.1. AN EMVOD MEUR
Hervez mellad 8 reizhennoù ar gevredigezh, an emvod meur a anv en e c’hreiz izili ar c’huzul-buhezerezh.
An emvod meur ordinal en em vod d’an nebeutañ 1 wech ar bloaz, da heul kengalv ar c’huzul-buhezerezh. An holl a c’hell kemer perzh en emvod met n’eus nemet an izili paeet o skodenn ganto a c’hell kemer perzh en divizadoù.
An izili a vez kengalvet evel-hen : ur bedadenn dre bostel ‘vez kaset 15 devezh en a-raok d’an nebeutañ.
Divizet eo an deizroll gant ar c’huzul-buhezegezh.
An emvod en em guzul war krafoù an deizroll hag a vreuta diwar-benn goulennoù liesseurt, mar bez.
An divizoù dre asant a vo kavet gwell. En diouer e vo mouezhiet dre sav-dorn pe dre baperennoù-kuzh.
3.1.2. AR C’HUZUL-BUHEZEGEZH
Ar c’huzul-buhezegezh a ver hag a ra an holl divizoù ret, kempoell gant dibaboù an emvod-meur.
Emvodoù ar c’huzul-buhezegezh a zo digor d’an holl izili met n’eus nemet izili ar c’huzul-buhezegezh paeet o skodenn ganto a c’hell kemer perzh en divizadoù.
Evit kas da benn he gefridi, ar c’huzul-buhezegezh a zesez kengorioù dodennel.
3.1.3. AR C’HENGORIOÙ
E pep kengor ez eus, d’an nebeutañ, un ezel eus ar c’huzul-buhezegezh. En em vodañ a ra ken alies m’eo ret hag e rent kont eus e labour d’ar c’huzul-buhezegezh.
3.1.4. AR BODADOÙ
Pal ar bodadoù a zo prederiañ, eskemm hag ober kinnigoù.
Pep bodad a vod izili boutin o mennozioù hag o arverioù evit breutaat, eskemm skiant prenet.
Eskemm a raer er bodad, gant bodadoù-all ha gant ar c’huzul-buhezegezh.
Ar bodadoù a c’hell bezañ krouet gant an izili dedennet hag heñchet gant ar gevredigezh, da skouer:
- bevezerion/bevezerezed oberiant;
- pourchaserion/pourchaserezed;
- strollegezhioù;
- kevelerion.
Pep bodad a anv d’an nebeutañ un dileuriad karget d’ober al liamm gant ar c’huzul-buhezegezh.
Pep bodad a ziviz penaos en em zibab evit bezañ liammet eus tiriad ar Bizh. Gallout a ra, da skouer, krouiñ strolladoù lec’hel, envel kehenterien lec’hel, h.a.
3.2. Yezhoù ar gevredigezh
Ar gevredigezh a arver ar galleg hag ar brezhoneg. An holl teuliadoù a zo skrivet en div yezh.
3.3. Darempredoù diavaezh (loazioù stlennegel h.a.)
Ar gevredigezh MLK-Gwened a ginnig lakaat e pleustr kempoell he zivezoniezh: doujañ d’an Natur ha d’an Den.
Evit en ober :
- e labour dreist holl gant embregerezhioù lec’hel;
- arverañ a ra meziantoù dieub ha gwazadurioù doujus eus ar vuhez prevezh;
- ne implij titouroù he izili hag o oberioù nemet e-diabarzh ha da heul palioù ar gevredigezh.
3.4. Kemm ar reoliadur diabarzh
Ar reoliadur diabarzh a c’hello bezañ kresket pe kemmet hervez kinnigoù ar c’huzul-buhezegezh, an izili, ar c’hengorioù, pe ar bodadoù. Ar c’hemmoù-se a ranko bezañ gwiriekaet en emvod-meur.
3.5. Ezrolladur
Evel skrivet e mellad 10 ar reizhennoù, un ezel ne heulfe ket talvoudoù divezel ar c’harta, ar reizhennoù pe ar reoliadur diabarzh, a c’hell bezañ ezrollet. An ezrolladur a zo divizet gant ar c’huzul-buhezegezh, ur wech klevet displegadennoù an ezel e-kont. Kadarnaet eo an ezrolladur dre ul lizher displegus erbedet gant skrid degemer.