Penaos ez a en-dro?

Setu ar pazennoù evit lakaat ar Bizh da dreiñ:

  1. Emezelañ a ra an implijerien d’ar gevredigezh MLK-Gwened.

  2. Gant o kartenn ezel e c’hellont eskemm euroioù a-enep Bizhoù en ur stal eskemm. Bilhiji 0,5 ; 1 ; 3 ; 5 ; 10 pe 20 Bizh a vo roet dezho. 1 euro = 1 Bizh !
     

  3. Mat eo, tu zo d’ar bevezerien prenañ traoù e ti ur pourchaser ezel eus ar rouedad.

  4. D’ho dro e c’hell ar pourchaserien implij ar Bizh en ur brenañ danvez e ti ur pourvezer lec’hel pe en ur baeañ ul lodenn eus gopr e implijidi gant ar Bizh da skouer.