Karta

Kadarnaet e-doug emvod-meur an 23/10/2017.

Strivañ a ra izili ar gevredigezh MLK-Gwened a ra war-dro ar Bizh evit:

  • Harpañ adlec’hiadur an armerzh;
  • Diorren al liammoù etre an oberourien lec’hel, en ur zoujañ ouzh an Natur hag ouzh an Den;
  • Sevel, en un doare demokratel, ur gevredigezh kengret, lec’h ma vo:
    • Produet hag implijet er vro madoù ha servijoù a galite ha yac’h
    • Dasparzhet gwelloc’h ar binvidigezh lec’hel;
    • Gwarezet ar madoù boutin.
  • Skoazellañ sevenadurioù ha yezhoù ar vro.