
Lañset e vo ar Bizh er Forom Sokial Lec’hel
Liammoù start a zo etre ar Forom Sokial Lec’hel hag ar Bizh. Da vare un emvod aozañ ar FSL e miz Gwengolo 2015 eo bet dibabet kregiñ gant ar raktres moneiz lec’hel.
Bep Bloaz abaoe 2016 e vez kinniget un diviz war ar moneizioù lec’hel gant MLK-Gwened e-pad ar FSL.
E miz Genver 2017 e oa bet dibabet anv ar moneiz eno hag ar bloaz-mañ e vo lañset ar moneiz da vare an darvoud-se.
Ar programm…
Etre 10 eur ha kreisteiz : Abadenn evit lañsañ ar Bizh e ti ar c’hevredigezhioù e Sine
- Kinnig ar Bizh ha MLK-Gwened;
 - Pennadoù-kaoz :
- Produiñ ha prenañ “lec’hel”, perak e c’hounez an holl? gant Raphaël Souchier,
 - Harpusted an tiriad hag ar beveziñ-ober ret evit ma drofe mat gant al labour-douar gant ur pal emrenerezh boued lec’hel,
 - Skiant prenet ar moneizioù lec’hel o treiñ: ar Galais e bro Ploermael.
 
 - Goulennoù-respontoù ha tabut ;
 - Reiñ-lañs : emezelañ, eskemmoù kentañ gant ar Bizh (levrdi, tavarn, kouignoù, pred) e-pad ar FSLa
 
Etre 10eur ha 6eur goude-lein: stand er c’hantin
Emezellañ, stal eskemm.
Asantet e vo ar prenadennoù e Bizh e-pad ar forom (pred, tavarn, levrioù).
Forom Sokial Lec’hel 2018
Progamm klok war: www.fsl56.org/2018/programme.

