Lañset e vo ar Bizh !

Map Unavailable

Date / Heure
Date(s) - 27/01/2018
10 h 00 min - 18 h 00 min

Emplacement
Maison des associations, Séné

Catégories Pas de Catégories


affiche lancement de la Bizh

Lañset e vo ar Bizh er Forom Sokial Lec’hel

Liammoù start a zo etre ar Forom Sokial Lec’hel hag ar Bizh. Da vare un emvod aozañ ar FSL e miz Gwengolo 2015 eo bet dibabet kregiñ gant ar raktres moneiz lec’hel.

Bep Bloaz abaoe 2016 e vez kinniget un diviz war ar moneizioù lec’hel gant MLK-Gwened e-pad ar FSL.

E miz Genver 2017 e oa bet dibabet anv ar moneiz eno hag ar bloaz-mañ e vo lañset ar moneiz da vare an darvoud-se.

Ar programm…

Etre 10 eur ha kreisteiz : Abadenn evit lañsañ ar Bizh e ti ar c’hevredigezhioù e Sine

  • Kinnig ar Bizh ha MLK-Gwened;
  • Pennadoù-kaoz :
    • Produiñ ha prenañ “lec’hel”, perak e c’hounez an holl? gant Raphaël Souchier,
    • Harpusted an tiriad hag ar beveziñ-ober ret evit ma drofe mat gant al labour-douar gant ur pal emrenerezh boued lec’hel,
    • Skiant prenet ar moneizioù lec’hel o treiñ: ar Galais e bro Ploermael.
  • Goulennoù-respontoù ha tabut ;
  • Reiñ-lañs : emezelañ, eskemmoù kentañ gant ar Bizh (levrdi, tavarn, kouignoù, pred) e-pad ar FSLa

Etre 10eur ha 6eur goude-lein: stand er c’hantin

Emezellañ, stal eskemm.

Asantet e vo ar prenadennoù e Bizh e-pad ar forom (pred, tavarn, levrioù).

Forom Sokial Lec’hel 2018


 

Progamm klok war: www.fsl56.org/2018/programme.