Buhez kevredigezhel

Bep Lun pe dost en em gavomp e ti ar c’hevredigezhioù e Gwened etre 6 eur hanter hag 8 eur noz evit buheziñ ar raktres.

Digor eo an emvodoù d’an holl izili ha lakaet e vez an deiziataer war wel war lec’hienn internet ar gevredigezh MLK-Gwened.

Un emvod-meur a vez dalc’het bep miz.

Kemer a reomp perzh e darvoudoù all ivez, e lec’h ma vezomp pedet.

Deuit davedomp ma fell dec’h kemer perzh er raktres ganeomp!